Spont er c'hoad
Mikael Jan, kazetenner, en deus dizoloet dougad ur muntr kuzh c'hoarvezet e koadoù an departamant. Bep sadorn ez a Aela, he nizez, d'ar c'hrogad rugbi gantañ. Met pa stok ouzh e zor an dro-mañ, den ne respont. Iskis ! Petra zo c'hoarvezet gantañ ? Disonjet gantañ ? Aet kuit araozi ? Biskoazh ! Ha petra zo gant e gi ivez ? Pep tra zo posupl... Pep tra ? Ya ! Met betek an dra-se memes tra ! Gant sikour Boulig ez a Aela war roudoù enklask he zonton.
Mary Robinson zo anv strollad skolidi Kelc'hiad 3 Diwan Sant-Brieg. Tresañ ha skrivañ a blij dezhi met ne blij ket dezhi al labour-skol. He romant-polis kentañ, skrivet ha skeudennet ganti, eo. Lennet he deus kalz a romantoù-polis a-raok hag anavezout a ra mat Aodoù-an-Arvor. Kavout a ra brav c'hoari rugbi, mell-droad ha marc'hegañ. C'hoant he deus da vont da chom, un deiz, e Madagaskar.
We publiceren alleen reviews die voldoen aan de voorwaarden voor reviews. Bekijk onze voorwaarden voor reviews.