Erru war al Loar, setu Dyrcona o yaouankaat dre vurzhud Gwezenn ar Vuhez hag oc'h ober anaoudegezh gant ur bed dianav par dur baradoz: annezidi o vont war o fevarzroad, o vevañ diwar vurezhioù, oc'h ober gant barzhonegoù evel moneiz, o sevel tiez heloc'h... Kejan a ra ouzh gouizieien veur ha dre ar c'haozeadennoù en devez ganto e vo lakaet penn war benn kredennoù startañ Douariz koulz ha re Loariz. Met eno ivez en em gaver buan dirak al lez-varn pa adlakaer e kont lezennoù diazez ar Gevredigezh. Goude meur a daol-darvoud arvarus ne chomo nemet un diskoulm: en em laerezh en-dro war an Douar. Pezh a raio Dyrcona gant skoazell... an Diaoul.
Dindan ur stumm leun a vousgoap, ur gontadenn filozofek eus ar 17vet kantved lakaet da vezañ unan eus ar romantoù faltazi kentañ.
We publiceren alleen reviews die voldoen aan de voorwaarden voor reviews. Bekijk onze voorwaarden voor reviews.