Salomon a zo anezhañ ul lampon pevarzek vloaz hag
a vev en ul lochenn e biojoù ur gêr vihan. Kerzhet a
ra betek plasenn kreiz-kêr gant e gi, e Vibl mastaret,
ha kaouedadoù pintiged. Krapat a ra gant ur wezenn
ha diwarni ec'h embann war ar groaz munudoù
fallagriezh kuzhet kêriz. Gogeal a ra Salomon. Sevel
a ra kanaouennoù ha prezegennoù ferv ha fentus war
un dro, en ur varmouzañ gant dansoù feuls ar re a zo o
pakañ o fegement gantañ. Met, a zeiz da zeiz, bep ma
tispak e zonezonoù dreistwelour, e teu da vezañ dall
gant ar banne. Daoust ha gallout a raio ar gumuniezh
mantret ha mezhekaet pardoniñ dezhañ bezañ bet he
c'houstiañs fall.
Sed ur flemmgan modern diwar-benn pilpouzerezh hor
c'hevredigezh. Bryan Delaney n'en deus ket e bar evit
kemmeskañ fent, krizder ha barzhoniezh. E yezh rust
ha livus a vo kavet da, hep ket a var, gant ar re a blij
dezho helavarded Synge ha gwirvoudelezh O'Casey.
We publiceren alleen reviews die voldoen aan de voorwaarden voor reviews. Bekijk onze voorwaarden voor reviews.