
Darn anezho a gan c'hoazh en e benn : Park an Delienn, Loranig, Run Evlec'h, 'Dachenn Hir, Foennig Penn All, ... Douar Lin, Triwec'h Erv, Stankenneg, War'mm Baour, Penn Karn, ... Kergadalen, Penn ar Run, Stank Heolienn, Gwazh al Ludu, ...
Ur bed aet da goll, emezit-hu ? ... N'eo ket.
... Selaou gant evezh c'hoazh, a-benn ur pennad e tamglevi un hiboud, hiboud un avelig tanav o treuziñ bodoù al liorzh.
Atav e vezo ur skeud o kantren er c'hoadoù ribin-diribin, etre al lanneier hag ar vorlenn.
Abaoe m'emañ war e leve, da lavarout eo abaoe 3 bloaz, eo staget Jef Gedez da zeskiñ brezhoneg da vat.
War un dro en deus skrivet al levr-mañ a vo kaoz ennañ eus bro e gavell, a zo « etre al lanneier hag ar vorlenn »
Eñvorennoù e-leizh ha prederiadennoù war an amzer vremañ, setu ar pezh a fell da Jef Gedez kontañ deomp.
We publiceren alleen reviews die voldoen aan de voorwaarden voor reviews. Bekijk onze voorwaarden voor reviews.